GWERZ AR MAMMOÙ
Kanaouenn bet savet war skouer Gwerz ar Vezhinaerien (Denez Abernot)
Na p’hor boa klevet ar c’heleier
E rankje mont kuit merc’hed kaezh
Da wilioudiñ gwall bell diouzh Karaez
Ne voe ket mui a vuhez er parkeier
O lan di ran di ro
O lan di ran di ro
O lan di ran di ro
Na p’hor boa-ni na klevet ar c’heloù
E rankemp mont war-du Karaez
Kerkent ha peurechuet an devezh
E savas spi en hor c’halonoù
Kar ar faks zo erruet e Kreiz-Breizh
Zo ur faks gwall vil ha kalet
Merc’hed ar vro, pa vint dougerez,
A ranko gwilioudiñ en un ti klet
Ar maer yaouank dirak an dud a lâr
Ez eus un diskoulm da gavout
Hag un aotrou all c’hoazh, gwall helavar
E rankomp-holl kement tra gouzout
An hini en deus graet ar belleilenn
N’en deus ket gwelet alies
Mammoù fuloret, na merc’hed a benn,
O plantañ freuz ha reuz war ar maez
Maouezed o deus bet graet ar vicher
Da droc’hañ krak ar funigoù
A-hed o buhez e Karaez-Plougêr
A stourmo asambles gant ar mammoù
Gwenn-Ael ar C'helleg
Karaez-Plougêr, d'an 31 a viz Mae 2008


