Partager l'article ! An holl dirak Lez-Varn Kemper d'ar 24: Gervel a ra EMGANN KERNE da vont da vanifestiñ dirak Lez-Varn Kemper dimerc'her 24 da 1 eur g-m a-benn diskoue ...
EMGANN KERNE
Stourm a ra ar strollad EMGANN evit dizalc’h politikel Breizh. Fellout a ra deomp e vefe anavezet ar bobl vrezhon war an tachennoù broadel hag etrevroadel dre frammoù politikel dizalc’h, demokratel ha diouzh ar mare ma vevomp ennaň.
Evidomp-ni, ne c’hell ket an dizalc’h politikel bezaň distag diouzh krouidigezh ur gevredigezh a gengred ha gant muioc’h a justis sokial.
An istor eo a ro ar gwir deomp d’en em azgoulenn evel pobl. Daeoù ar Bed a-vremaň ha re o tont deus frammoù nevez Europa ivez a redi ac’hanomp da sevel ur galloud politikel e Breizh a-benn difenn gwirioù hag interestoù ar bobl vrezhon.
Pa glever disoc'hoù an enklask diwar-benn amzer da zont Ospital Karaez e weler mat e fell d'ar Stad C'hall hol lakaat da blegañ, ra vezimp niverus o tiskouez emañ e gaou !
Kredomp stourm ! Kredomp bezañ trec'h ! Kreiz-Breizh a vevo !
EMGANN KERNE YL
| Juin 2012 | ||||||||||
| L | M | M | J | V | S | D | ||||
| 1 | 2 | 3 | ||||||||
| 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | ||||
| 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | ||||
| 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | ||||
| 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | |||||
|
||||||||||