26/27 février 2007 à Orléans, procès de 32 Faucheurs d'OGM dont 16 Bretons.
Rassemblement de soutien à Quimper, le lundi 26 février à 18h30, palais de justice.
ajouter un commentaire commentaires (1) recommander
EMGANN KERNE
Stourm a ra ar strollad EMGANN evit dizalc’h politikel Breizh. Fellout a ra deomp e vefe anavezet ar bobl vrezhon war an tachennoù broadel hag etrevroadel dre frammoù politikel dizalc’h, demokratel ha diouzh ar mare ma vevomp ennaň.
Evidomp-ni, ne c’hell ket an dizalc’h politikel bezaň distag diouzh krouidigezh ur gevredigezh a gengred ha gant muioc’h a justis sokial.
An istor eo a ro ar gwir deomp d’en em azgoulenn evel pobl. Daeoù ar Bed a-vremaň ha re o tont deus frammoù nevez Europa ivez a redi ac’hanomp da sevel ur galloud politikel e Breizh a-benn difenn gwirioù hag interestoù ar bobl vrezhon.
26/27 février 2007 à Orléans, procès de 32 Faucheurs d'OGM dont 16 Bretons.
Rassemblement de soutien à Quimper, le lundi 26 février à 18h30, palais de justice.
Souten a ra EMGANN-KERNE ar vanifestadeg aozet gant kerent DIV YEZH PENN-AR-BED evit ur c'helenn divyezhek reizh ha plaen.
An troc'hoù er redad deskiñ a zo ur skolih didrec'hus evit ar c'helenn brezhoneg er c'hentañ hag en eil derez, ken evit ar c'hlasoù divyezhek hag ar c'hentelioù brezhoneg.
Stourm ar rann-mañ n'eo nemet ur vruzhunenn er stourm hollek a rankomp ren a-benn gounit ur statud a yezh ofisiel evit ar brezhoneg.
Emgav digwener, d'an 9 a viz C'hwevrer, da 11 eur vintin, dirak prefeti Kemper.
E anv EMGANN-KERNE,
Yannig LAPORTE
http://www.emgann-kerne.over-blog.com
Emvod a zeu ar strollad lenn d'ar merc'her 10 a viz Genver,
da 8 eur noz e Ti ar Vro Kemper.
Danvez lenn :
"Dre ar prenestr" gant Goulc'han Kervella e ti al Liamm.
Divizerezh a vo diwar-benn ar peder danevell-mañ dreist-holl :
E koad ar Frev, Re ziwezhat, Mervel a rin...em c'havell ha Tri medisin.
M'ho peus bet un tamm arc'hant da Nedeleg e c'hallit mont kentizh da brenañ al levr e stal
Ar Bed Keltiek, stal ar Vretoned kar-o-bro ha kar-o-yezh.
| Octobre 2008 | ||||||||||
| L | M | M | J | V | S | D | ||||
| 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | ||||||
| 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | ||||
| 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | ||||
| 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | ||||
| 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | ||||||
|
||||||||||